Chomet on ur sizhun pe dost hep kas ur "post" nevez! Ret e vo din kemer ar boaz da vont warnañ!!! Neuze, keloù eus Bro-Iwerzhon! Aet eo kuit Florian, Maiwenn ha Franck, tri devezh kaer zo bet ganeomp, dilojet meus ar mintiñ-mañ, chom a rin e ti Rocio hag Elva, div Galicianezed sympa tre!! Santiñ a ran dibenn ar vloavezh o tont!!! Klask a rin profitaat ar muiañ posubl eus Galway fenoz ha warc'hoazh!! Mont a reomp kuit, gant Ronan, etrezek ar su, Rosslare, evit kemer ar vag dilun!
Mod-all, n'ouzon ket piv a c'houlenne perak em eus bet c'hoant da studian ar brezhoneg!! A benn ar fin e larfen ha n'em eus ket bet c'hoant studiañ ar brezhoneg met kentoc'h deskiñ ar brezhoneg! Kroget 'meus ba' skol-veur Naoned, ha kendalc'het 'meus e Roazhon! Plijet on bet gant ar yezh diouzhtu, met, gouzout a rit ha n'eus ket tu ken studiañ ar brezhoneg e skol-veur Naoned! Hag ouzhpenn-se e oa nemet un option e Naoned!!Ha mont kuit da Roazhon oa ivez un doare evidon da vezañ frank ha dieub!!!
Setu, kendalc'h a ra ma varv da greskin!!!!!
5/27/2005
Inscription à :
Publier les commentaires (Atom)

5 evezhiadennoù:
plijadur deoc'h ho taou! Ret eo "tañvañ ar mare"! (carpe diem)
Al
En em gavet on amañ dre zegouezh. Dreist !!! Gourc'hemennoù ha kalon dit !
Bernez
Boñjour dit Beneat,
Gourch'emennoù vit da blog. N'eo ke bemdez vez sellet traoù e giz se war ar Net. Ze ra plijadur din me lar dit.
Bon, peseurt c'hoazh. Tremenet m'eus bloavezhioù 'ba Naoned hag a anveañ ur poatr, ur mignon din, a oar mat brezhoneg 'ba St Etienne de Montluc (St Stéfañ Ma Revr wel vez laret en galleg).
Ma feus c'hoant kaozeal ganté, fo ket met respont din.
prigenterwann@aol.com
Dear administrator:
Some of our comments above may include links that are no longer valid or that do not have a nofollow value. They might very well lead you today to a third party. Therefore,
I ask you, if you would be so kind, to please delete or disregard those
comments.
Many thanks and best wishes,
Iza, Roberto Iza
Muy Señores Míos:
Algunos de nuestros comentarios incluyen vínculos rotos que bien pudieran llevar hoy a una tercera persona. Por tanto, le rogamos, por favor, que los deseche o desestime.
Gracias y recuerdos
Iza, Roberto Iza
Enregistrer un commentaire