Chomet on ur sizhun pe dost hep kas ur "post" nevez! Ret e vo din kemer ar boaz da vont warnañ!!! Neuze, keloù eus Bro-Iwerzhon! Aet eo kuit Florian, Maiwenn ha Franck, tri devezh kaer zo bet ganeomp, dilojet meus ar mintiñ-mañ, chom a rin e ti Rocio hag Elva, div Galicianezed sympa tre!! Santiñ a ran dibenn ar vloavezh o tont!!! Klask a rin profitaat ar muiañ posubl eus Galway fenoz ha warc'hoazh!! Mont a reomp kuit, gant Ronan, etrezek ar su, Rosslare, evit kemer ar vag dilun!
Mod-all, n'ouzon ket piv a c'houlenne perak em eus bet c'hoant da studian ar brezhoneg!! A benn ar fin e larfen ha n'em eus ket bet c'hoant studiañ ar brezhoneg met kentoc'h deskiñ ar brezhoneg! Kroget 'meus ba' skol-veur Naoned, ha kendalc'het 'meus e Roazhon! Plijet on bet gant ar yezh diouzhtu, met, gouzout a rit ha n'eus ket tu ken studiañ ar brezhoneg e skol-veur Naoned! Hag ouzhpenn-se e oa nemet un option e Naoned!!Ha mont kuit da Roazhon oa ivez un doare evidon da vezañ frank ha dieub!!!
Setu, kendalc'h a ra ma varv da greskin!!!!!
5/27/2005
5/22/2005
Setu ar penn em eus hiziv, klask a ran gouzout penaos e vefe gant ur varv, aet on er perrukenner, troc'het berr ma vlev!!! pa laran e adkrogan ur vuhez nevez!!!
Hiziv eo brav din ar vuhez!! Mall zo warnon dont endro met tremen a ra buan eston an amzer ha muioc'h muiañ a zraoù a c'hortoz ac'hanon 'ba'r ger!! Sonadegoù, festoù-noz, tro Breizh!!! Leun chouk eo ma implij-amzer evit miz Even! Ad-kregiñ a rin ur vuhez nevez a-benn ar fin, ha n'eo zisplij ket din!
Mod-all em eus kousket nav eurvezh an noz-mañ, re hervez lod, pas kement-se hervezon!
5/19/2005
5/18/2005
Setu fotoiou all eus Kerry gant Olivier, Ronan ha Morgane!!
Setu un dekor loarel, neketa? 

Aman e ti O'Connell, an hini 'neus roet ar frankiz d'an Iwerzhonad
Trugarez da Olivier evit ar fotoiou-se, gant ur benveg niverel eo gwelloc'h!!
5/17/2005
Trugarez d'an holl o deus kaset ur messaj din, laouen e oan o lenn anezho!!
Setu ,'vel meus laret deoc'h, ar fotoiou eus Connemarra hag ar Clffs of Moher!
Aman gant Ronan, Olivier ha Morgane etrezek hon beaj e Kerry!
Pelloc'h war an hent...
Ma gerent e Connemarra!
E-kichen Ros Muc, gant Lil, ur vignonez Ronan 
Aman e Letterfrack gant Florent, Alex ha Guilherm!
N'int ket gwall brav ar fotoiou peogwir m'eus ket ur mekanik re vat!
5/16/2005
Regis Huiban

Setu ar bladenn diwezhan em eus prenet war ar marc'had Galway!! Ur stal "Coop Breizh" a oa evit ar sizhun "bonjour Lorient"! Dreist e gavan ar sonerezh graet gant ar quartet, jazz gant levezon gavotennou Yves Menez!! Setu al lec'hienn Regis Huiban
Pourquoi du comment!
Bon, voici le seul post en Francais sur mon Blog!! En effet apres de nombreuses reflexions ou devrais-je dire reactions sur mon choix de langue pour mon blog, il me semble important de bien expliquer mes raisons d'ecrire en breton et non pas dans ma langue maternelle qu'est le francais!
1-Le breton est pour moi un nouveau moyen de communiquer
2-Ecrire sur ce blog en Breton est une facon pour moi de m'exercer a ecrire et, aussi voire surtout, de progresser!
3-Il y a deja pas mal de blogs en francais ( vous noterez que le mot "blog" en lui meme ne l'est pas!)
4- Il y a suffisament de monde dans mon entourage qui parle Breton et qui soit interesse peut etre par ce que je dis sur ce Blog!
En resume, desole pour ceux qui ne comprennent pas le Breton, mon choix est ce qu'il est, si vous voulez comprendre ce que je dit, vous savez ce qu'il vous reste a faire! Le fait de parler et d'ecrire en breton ne fait pas de moi un anti-Francais, mais je profite juste de mon originalite a parler Breton!
Laissez moi la liberte de m'exprimer dans la langue de mon choix!
Trugarez deoc'h
beneat
5/13/2005
Devezh brein
Gwener 13!!! An dra-se zo spontus kenañ!!! Morse n'em eus kredet e seurt konirioù ha koulskoude un devezh brein eo an hini-mañ! Nann, n'eo ket an amzer, brav eo, tomm zoken. N'eo ket dre ziouver a arc'hant, nann, n'on ket pinvidik mor met mat eo an traoù en tu-se! En em rentañ kont a ran hag eo brein an doare da vevañ amañ e bro Iwerzhon, chom a ran gant tud lous hag hep mezh ebet! C'hoant bras em meus da zistreiñ e Breizh!! Nemet 2 sizhun betek ma gemerin ar vag!! Pe c'hoazh... dommaj eo peogwir eo brav ar vro-mañ met an dud n'int ket aes da vevañ ganto! Laouen on dre-vras gant ar bloavezh amañ, desket 'm eus ur bern traoù, dizoloet 'm eus maezoù splann kenañ, met kerse zo ganin memestra! Marteze on kouezhet gant an dud fallañ, marteze n'em eus ket bet chañs!!
Da heul...
Lakaat a rin fotoiou ar Conemarra hag ar Cliffs of Moher a benn nebeut!
5/12/2005
Diaes eo din kompren penaos ec'h a an traou gant an urzhiataer met c'hoant 'meus deskin evit en em lakaat war teknologiezh an trede milved! Ret e vo din klask sikour digant unan bennak!
5/11/2005
an hini kentan
Bon, ben setu ma blog! E Brezhoneg eo ha ne vo ket troet e Galleg peogwir on skuizh gant an troidigezh!! n'ouzon ket hag en e vo dedenus ar pezh a skrivin ennan met d'an neubeutan e c'hellit reizhan ma falziou!!





