6/22/2005

strolladoù stourmerien

Marteze eo an hañv a ro mennoioù vat d'ar re yaouank (ket ar strollad!) pe me oar me; gwelet a reer ur bern strolladoù a stourm evit ar brezhoneg pe a-enep traoù all met e brezhoneg memestra! Setu ul listenn eus ar strolladoù a anavezan pe am eus klevet komz diouto: A-Stroll, Ai'ta, hag a-benn nebeut sur a-walc'h e vo ul lec'hienn evit ar strollad "Breizhou" eus Naoned, a zo o paouez en em krouiñ!!
Mod all, brav e oa dec'h evit gouel ar sonerezh 'ba Naoned daoust d'ar reuz a zo bet e fin an nozvezh! N'on ket chomet pell abalamour d'ar re o doa c'hoant skoiñ war ar fliked!!
Evit!! dour evel just!

6/11/2005

War ar seblant e plij d'an dud gwelout lec'hiennoù e brezhoneg, neuze e kendalc'hin evel-se! D'am soñj e kasin ur post pep sizhun, peogwir n'em eus ket kement a zraou da lar!) Hiziv emaon oc'h en em goulenn petra ober eus ma vuhez, kalzig mennozioù 'm eus met ret e vo din o lakaat da vezañ gwir! Ret eo din soñjal c'hoazh ouzh ar pezh a rin...Evit ar mare-mañ emaon oc'h heuliañ ur stummidigezh evit bleinañ pontoù hag ar sizhun a zeu e vo evit bleinañ kirri kargañ!! N'eo ket dedennus-tre met paeet vin evit-se!!! Mod-all e senin evit gouel ar sonerezh 'ba Naoned! Setu!

6/02/2005

An distro

Aaaaaaaaaah!!!!!!
Setu, erruet on Dimeurzh. Goude ur veag hir kenañn, aet kuit Disul gant Ronan hag he c'harr chomet bout goude 20 kilometrad!! Kendalc'het 'm eus gant ar bus etrezek Rosslare, chomet da gousket e Ti Daragh, unan eus ma goloc, e Limerick. Neuze, un nozvezh vat gant mignoned dezhañ hag he breur ivez:6 pintad!!! Kemeret 'm eus ar vag da 16e Dilun hag erruet Dimeurzh da greisteiz e Cherbourg ha da Naoned da 18e!
Ha dec'h d'an abardeiz 'm eus prenet ur pellgomzer nevez, ur nokia 3220

Brav eo, neketa?
Ouzhpenn-se ez eus ur benveg foto hag ur c'hamera!
Ad-kregiñ a ran gant ma vuhez 'ba Naoned, Disadorn e senin gant ma strollad Fest-noz Kelien ha Disul ez an da gKaraez evit Devezh ar Brezhoneg!
Leun chouk eo ma deiziataer evit ar miz Mezheven!