8/29/2005

sonerezh!!

salut deoc'h! peogwir war ar seblant ez eus tud dianavezet o lenn ma blog!! mat vefe deoc'h lakaat hoc'h anvioù, e-giz-se e c'hellfemp komz asambles!
Bon, mod-all em eus enrollet tonioù gant Guilherm, n'eo ket brav-tre (gant ma benveg MP3 eo bet graet) met ur mennoz ho po eus ar pezh a ran gantañ!


8/23/2005

Ya Ya, gouzout a ran, pell'zo m'eus ket kaset ur post amañ met m'eus ket amzer, gant al labour hag an traoù all e-kichen! Adkroget m'eus da seniñ gant kelien, ar sizhun dremenet e Gwennrann, pleustriñ a ran evit seniñ gant ma mignon gwellañ, kanaouennoù blues eo! Klask a rimp seniñ e tavarnioù pe caf'conc'! Bet on e deiz-ha-bloaz ar strollad "Les trompettes du Mozambique" disadorn ha disul, dreist e oa, gant strolladoù ha n'anavezen ket! "Ceux qui marchent Debout" da skouer! M'eus ket kejet gant ar garantez c'hoazh! bon setu! Ken a plus!