
Ar zenith e Naoned
Labourat a ran evit lakaat toud ar c'hadorioù. 5000 bennak a zo memestra! Gwelloc'h eo evit ober netra 'ba'r ger!
10/22/2006
10/10/2006
A-dreuz!

Diaes eo an deiz war lerc'h ur gouel!

Iskis eo ar savadur-se. Doareoù fentus a zo gant ar Vendeanized! (Ventres à Choux!) N'eo ket drouk! Ma zad a zo unan eus outo....siwazh din ;)
10/06/2006
10/03/2006
Klask ul labour en ur c'hoarzhiñ
Hiziv em eus bet un emgav en ANPE Naoned, eh ya, ret eo klask ul labour bremañ! Me lâr deoc'h e oa fentus , pa 'm eus lâret d'ar plac'h e glasken ul labour e brezhoneg! N'eo ket bet drouk, jentil zoken, met santet 'm eus pegen diefedus ec'h en em sante ar plac'h! Displeget em eus dezhi penaos e c'hellan klask ul labour e brezhoneg hep sikour an ANPE...
Goulennet he deus din betek pelec'h e oan a-du da vont da labourat, neuze 'm eus respontet : "pep lec'h e Breizh"
- je met Grand Ouest alors?
- Non Bretagne!
- Bretagne et Pays de la Loire?
- Non Bretagne et Loire-Atlantique si vous insistez!
Kompren a rae an abeg istorel met ket he urzhiataerezh...
Fentus e oa memestra...
Kendalc'h a rin klask ul labour ma unan, betek an emgav nesañ!




